top of page
Pass Culture & Adage
Formes et couleurs

Kinniget e vez an atalieroù e meur a stumm hag a badelezh evit raktresoù EAC pe all.

Gallout a reont bezañ kinniget hervez an tem dibabet.

Pep atalier a glot gant an dud, etre 0 ha 99 vloaz !
 

++ Gallout a ra an atalieroù bezañ arc'hantaouet evit raktresoù EAC dre ar Pass Culture hag ADAGE.

++ Atalerioù diwar-benn sevenadur Breizh kinniget e kenlabour gant

 Ti ar Vro Treger-Goueloù

Amañ dindan ez eus un nebeud skouerioù >>

Univers coloré
Univers coloré

Dre an emgavioù e teu an awen hag ar goulennoù.

Abalamour m’eo digor an dremmwel d’an eskemmoù emañ an hanterouriezh sevenadurel e-kreiz ma raktres.

Un digarez eo da grouiñ liammoù, tapout skiant-prenet,

eskemm ha lakaat mennozhioù nevez da ziwanañ !

Ateliers bébé

Atalier Babigoù

 Nevezenti 2025

Atalier Babigoù

 Nevezenti 2025


 

Atalieroù dous-kenañ evit lakaat ar re vihanañ d'ober anaoudegezh gant plijadurioù an ijin.

 

 

Livañ | pegañ | stummañ | Land Art

 

Evit an dud : magourioù, skoazellerezed-mamm

Padelezh : 45 munut

Atelier collage pour tous

Atalier Pegañ

Dastum, aozañ, troc'hañ, kenaozañ.

Treuzfurmiñ ar skeudennoù evit reiñ

ur ster nevez dezhe.

Ur mod dreistordinal da grouiñ hep mestroniañ an tresañ eo ar pegañ.

Un obererezh dudius-kenañ

evit ober anaoudegezh gant

pennadoù-kentañ ar fotomoñtaj

ha digeriñ da vat tachenn ar faltazi. 


 

Pegañ | Teknikoù kemmeskañ

 

 

Evit an dud : skolioù, kreizennoù-dudi, darvoudoù,...

Padelezh : hervez ar raktresoù

 

E galleg & e brezhoneg

 

Oad rekis : 3 - 99 bloaz

Ateliers numériques

Atalier Fotomoñtaj

Bevañ a reomp en ur bed leun a skeudennoù : bruderezh, skinwel, rouedadoù sokial.

Ober war-dro ar fotomoñtaj

evit deskiñ dielfennañ.

Klask gouzout hag-eñ eo gwirpe gaou

ar pezh a zo bet diskouezet deomp.

Pleustriñ, dizoleiñ penaos e c’haller krouiñ

a-bep seurt traoù dre an danvez-se.

Distreiñ d'ar skeudennoù evit reiñ ur ster nevez dezhe hag ober anaoudegezh gant doareoù arzel hag arouezel ar fotomoñtaj.

 

 

Luc'hskeudennerezh | fotomoñtaj

 

 

Padelezh : 20-25 eurvezh

 

Raktresoù kenskrivañ gant skipailh ar gelennerien.

 

Live rekis : Skolidi adalek ar c’helc'hiad 3

Univers coloré

Ur skouer eus ur raktres, sevenet amañ gant

skol-vamm Beauvallon e Sant-Brieg :


 

⬪ D1 : Emgav gant ar vugale en-dro d'an diskouezadeg Réminiscence er greizenn Victor Hugo e Ploufragan.

⬪ D2 : Kinnig er c’hlas.

Kinnig ma hentad hag ober anaoudegezh gant arzourien ha teknikoù a bep seurt liammet gant hor raktres.
 

⬪ D3 : Krouiñ a-stroll pegadennoù paper seiz ha livadurioù evit ar fotomoñtaj da zont.
 

⬪ D4 : Eil lodenn ar pegañ. 

Sellet ouzh ar pezh a oa krouet gant ar vugale, diskouez petra eo ar fotomoñtajoù ha dibab a-stroll anv an oberenn.
 

⬪ D5 : Staliañ an daolenn ha disjouez d’ar vugale, d’ar gerent ha d’ar gelennerien al labour peurechu.

Moullet war Dibond - Ment 125x125 cm.


 

++ Raktres skoazellet gant ti-kêr Sant-Brieg da-geñver an EAC 100%, DAAC hag APE skol Beauvallon.

Cyan Fonce.jpg
bottom of page