top of page
Formes et couleurs

       Réminiscence

           Krouidigezh 2023


           Treuzkas ar vuhez. Sellet outi o vleuniañ ha bezañ bamet un tamm

           muioc'h bepred gant he mekanik vurzhudus. Petra eo ar vuhez ?

           Penaos e vez savet an eñvorennoù tamm ha tamm

           ha penaos e vezomp savet gante ?

Univers coloré
univers onirique

An diskouezadeg

Un diskouezadeg evit an holl

 

Ar raktres-mañ Réminiscence a zo bet krouet diwar ar skiant-prenet am eus bevet da-heul ganedigezh ma bugel kentañ.

Ur veaj faltazius diwar-benn an treuzkas hag

ar memor kontet e 12 taolenn veur.

++ Evit reiñ c’hoant d’ar re yaouankañ da vont donoc’h e-barzh ar bed-se ha sellet pizh ouzh an traoù, c’hoarioù zo bet ijinet evit ar familhoù peadra da vont pelloc’h

en un doare dudius.

Rose-grain03.jpg

 Teknikoù implijet

Al luc'hskeudennerezh a zo amañ evel pigmantoù al livour, diazez

ma labour.

Evit Réminiscence e krouan ma c'hinkladurioù en ur stummañ traezh,

en ur veskañ c'hoarielloù pe en ur blegañ paperioù. Dibabet em eus evit ar raktres-mañ implijout c'hoarielloù nemetken, traoù pe obererezhioù eus an oad kentañ. Albertine, neudenn vlein, e vez krouet dre un emboltred.

Luc'hskeudenniñ a ran ur bern traoù a-raok troc'hañ, adimplijout ha bodañ anezhe en un doare niverel. Evit echuiñ e vez kemeret ganin ma zablezenn c'hrafek hag e livan en-dro pep tra evit reiñ korf d'am bedoù faltazius.

Secret de fabrication
Cyan-grain02.jpg
Réminiscence-Le Triskell Ploeren-04.jpg
Réminiscence-Le Triskell Ploeren-10.jpg
Réminiscence-Le Triskell Ploeren-12.jpg
Expo Le Triskell-02.jpg

Harpet eo bet krouidigezh ar raktres Réminiscence gant kêr Plouvagor,

Le Petit Echo de la Mode - Leurenn an tiriad evit an dañs / Leff Armor kumuniezh

hag ar voullerezh PubliTrégor.

Trugarez vras dezhe!

bottom of page